Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec’h ket, n’eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d’ar wezenn-fiez e rajec’h, met pa lavarjec’h d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
Rak Yann a zo deuet d’ho kavout dre hent ar reizhder, ha n’hoc’h eus ket kredet anezhañ. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhañ. Ha c’hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n’hoc’h eus ket bet keuz goude-se evit e grediñ.