mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;
Sant Lucas 12:56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n’anavezit ket an amzer-mañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hipocrited ma’z oc’h! gouzoud a rit anaoud diouz doare an oabl hag an douar; penaos eta ne anavezit‐hu ket an amzer‐man? |
mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;
Hag e vrañsellin an holl vroadoù, hag e teuio teñzorioù an holl vroadoù, hag e leugnin an ti-mañ a c'hloar, eme AOTROU an armeoù.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c’hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c’hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac’hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,