Sant Lucas 12:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni pe d’an holl e lavarez ar barabolenn-se? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Per a lavaraz dezhan: Aotrou, pe deomp‐ni, pe ive d’an holl e leverez‐te ar barabolen‐ze? |
Dont a reas hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne’c’h eus ket gallet beilhañ un eur?
Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
Met an hini n’en deus ket hec’h anavezet hag en deus graet traoù dellezek a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc’h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc’h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.