Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel.
Sant Lucas 12:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoù war enaou. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ra vezo ho kouriz stardet en‐dro d’ho tiou‐groazel, hag ho lampou allumet. |
Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel.
Nikun n'eo skuizh en o zouez, nikun ne vrañsell, nikun ne gousk, nikun ne vored, nikun a zo dizereet gouriz e zivgroazell, na torret korreenn e votoù.
Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc’hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.
Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.
Bezit evel tud a c’hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhañ raktal.
Dalc’hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,
evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,
Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,