La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 12:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Rak tud ar bed eo a glask an draoù-se. Ho Tad a oar hoc’h eus ezhomm anezho.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag tud ar bed eo a glask an holl draou‐ze; hag ho Tad a oar hoc’h euz ezom euz an traou‐ze;

Ver Capítulo



Sant Lucas 12:30
13 Referencias Cruzadas  

Rak ne vo ket c’hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc’h.


Evel-se n’eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.


Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?


Lakait evezh na rafec’h hoc’h aluzen dirak an dud evit bezañ gwelet ganto, anez n’ho po ket a c’hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.


Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc’h eus ezhomm eus an holl draoù-se.


Na vezit ket eta heñvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc’h eus ezhomm a-raok ma c’houlennit digantañ.


N’en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec’het.


Klaskit kentoc’h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.


Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.


Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.


hep en em reiñ d’un droukc’hoant fall evel ma ra ar baganed n’anavezont ket Doue,