Neuze Haman a gomzas dezho diwar-benn gloar e binvidigezhioù, niver e vibien, kement en doa graet ar roue evit e uhelaat, ha penaos en doa e savet dreist priñsed ha servijerien ar roue.
Sant Lucas 12:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Doue a lavaraz dezhan: Den diskiant, en noz‐man memeus, e vezo goulennet da ene diganez; hag an traou ec’h euz dastumet, da biou e vezint? |
Neuze Haman a gomzas dezho diwar-benn gloar e binvidigezhioù, niver e vibien, kement en doa graet ar roue evit e uhelaat, ha penaos en doa e savet dreist priñsed ha servijerien ar roue.
Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez! Ehan
Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.
Unan en em ra pinvidik ha n'en deus netra, unan all en em ra paour ha koulskoude madoù bras en deus.
N'en em veul ket evit deiz warc'hoazh, rak n'ouzout ket petra a c'hell un devezh genel.
An hini a gresk e vadoù dre gampi ha dre uzurerezh, a zastum evit an hini en devo truez ouzh ar beorien.
hag e lavaront: Deuit, mont a ran da gerc'hat gwin, en em vezvomp gant evajoù kreñv, hag e vo warc'hoazh evel hiziv ha kalz muioc'h c'hoazh.
An hini a akuizit pinvidigezhioù hep reizhder a zo evel ur glujar a c'hor ar pezh n'he deus ket dozvet, lezel a raio anezho e-kreiz e zeizioù, ha d'an diwezh e vo kavet diskiant.
Laouenaat a rit er pezh n'eo netra, hag e lavarit: Ha n'eo ket dre hon nerzh hon eus kemeret galloud?
Rak, pa vefent kenweet evel spern, ha mezv en o gwin, peurlonket e vint evel plouz sec'h.
Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n’en deus ket graet ivez an diabarzh?
Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
N’ouzoc’h ket petra a vo warc’hoazh. Rak petra eo ho puhez? N’eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec’h goude.