Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




S. Jakes 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 N’ouzoc’h ket petra a vo warc’hoazh. Rak petra eo ho puhez? N’eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec’h goude.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Hogen, ne ouzoc’h ket petra a vezo varc’hoas; rag petra eo ho puez? N’ed eo nemed eur vogeden pehini en em ziskouez evit eun neubeud amzer, ha neuze a ia kuit.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 4:14
17 Referencias Cruzadas  

Met Barzilhai a respontas d'ar roue: Pet bloavezh am eus da vevañ, ma pignfen gant ar roue da Jeruzalem?


Na guzh ket da zremm ouzhin, en deiz va estrenvan, stou da skouarn war-zu ennon, en deiz ma c'halvin ac'hanout, hast buan, respont din!


An den a zo heñvel ouzh ur c'hwezhadenn, e zeizioù a zo evel ur skeudenn a dremen.


AOTROU, ro din da anavezout va diwezh, ha pe muzul o deus va deizioù, ma ouezin pegen berr eo va buhez.


Soñj en doa ne oant nemet kig, un avel a dremen ha na zistro ken.


Betek pegoulz, AOTROU, e kuzhi hep paouez? Hag e flammo da gounnar evel un tan?


N'en em veul ket evit deiz warc'hoazh, rak n'ouzout ket petra a c'hell un devezh genel.


Paouezit d'en em harpañ war an den, n'en deus nemet ur c'hwezhadenn en e zifron, rak petore van a c'heller ober outañ?


Va chomaj a zo lamet diganin evel teltenn ur mesaer, troc'het eo va buhez evel al lien a zistag ar gwiader diouzh ar stern; diouzh ar mintin d'an noz ez po va lamet kuit.


hag an hini pinvidik pa vez izelaet, rak tremen a raio evel bleuñv ar geot.


Rak pep kig a zo evel ar geot, hag holl c’hloar an den evel bleuñv ar geot. Ar geot a zisec’h hag e vleuñv a gouezh,


Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.


Ar bed a dremen, e c’hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos