Sant Lucas 12:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c’halloudek, n’en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa veot kasset er sinagogou, dirag ar barnerien, hag an dud a c’halloud, n’en em lakit ket en poan da c’houzout penaos respont evit en em difen, na petra ho pezo da lavaret; |
Dre-se, setu, e kasan deoc’h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d’eben,
Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n’eo ket muioc’h eget ar boued, hag ar c’horf muioc’h eget an dilhad?
Perak ivez oc’h nec’het diwar-benn ho tilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier, ne labouront ket ha ne nezont ket,
Na vezit ket nec’het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra e vimp gwisket?
Na vezit ket eta nec’het gant an deiz war-lerc’h, rak an deiz war-lerc’h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc’h e boan.
Neuze e lavaras d’e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.