Ar roue en doa lakaet an ofiser ma en em harpe war e zorn da ziwall an nor. Ar bobl a frikas anezhañ e-tal an nor, hag e varvas, evel m'en doa lavaret den Doue, pa gomze ouzh ar roue a oa diskennet d'e gavout.
Sant Lucas 12:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d’e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi. |
Ar roue en doa lakaet an ofiser ma en em harpe war e zorn da ziwall an nor. Ar bobl a frikas anezhañ e-tal an nor, hag e varvas, evel m'en doa lavaret den Doue, pa gomze ouzh ar roue a oa diskennet d'e gavout.
youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma’z oc’h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno.
Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n’anavezit ket an amzer-mañ?
Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc’h-muiañ ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac’haet gantañ eus o c’hleñvedoù.
O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn, gant e vandenn diskibien hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac’haet eus o c’hleñvedoù.
Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d’an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.
Kelennet em eus deoc’h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù,
C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,
Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.
O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,