Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.
Sant Lucas 11:52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwalleur deoc’h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc’h eus kemeret alc’houez an anaoudegezh, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Malheur deoc’h, doctored euz al lezen, rag, o veza kemeret an alc’houez euz an anaoudegez, n’ed oc’h ket antreet hoc’h‐unan, hag ar re ho doa c’hoant da antren oc’h euz harzet anezhe. |
Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Evel ma lavare kement-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d’e waskañ start evit e lakaat da gomz war galz a draoù,
Bez’ e voent a-du gant e ali. O vezañ galvet an ebestel ha goude bezañ lakaet o skourjezañ, e tifennjont outo komz en anv Jezuz hag e lezjont anezho da vont kuit.