Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
Sant Lucas 11:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hwi a zo eta an testoù hag ar c’henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak lakaet o deus anezho d’ar marv, ha c’hwi a sav o bezioù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beza ez oc’h eta testou ha lodennec euz ar pez ho deuz great ho tadou; rag lakeat ho deuz ar brofeted d’ar maro, ha c’houi a zav ho beziou. |
Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
Hag e lavarit: Perak ne zougfe ket ar mab direizhder e dad? Dre m'en deus ar mab graet hervez an eeunder hag ar reizhder, miret en deus va reolennoù ha graet diouto; a-dra-sur e vevo.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma’z oc’h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic’hlanded en diabarzh.
Testiñ a rit evel-se a-enep deoc’h hoc’h-unan penaos oc’h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.
Gwalleur deoc’h! Abalamour ma savit bezioù d’ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d’ar marv.
Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint,
ha, daoust ma’c’h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n’int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec’h asantont d’ar re o gra.
Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou.
Jozue a lavaras d'ar bobl: Testoù ez oc'h a-enep deoc'h, penaos hoc'h eus dibabet hoc'h-unan an AOTROU evit e servijañ. Hag e lavarjont: Testoù omp!