Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!
Abaoe ma komzan, e laoskan kriadennoù, krial a ran feulster ha gwaskerezh, rak komz an AOTROU a zo troet evidon en dismegañs hag e goapaerezh a-hed an deiz.
Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.
Hag e lavaras: Gwalleur deoc’h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec’hioù na c’hellont ket dougen, ha c’hwi hoc’h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.
Gwalleur deoc’h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc’h eus kemeret alc’houez an anaoudegezh, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.