Ezekiel a vo evidoc'h un arouez, ober a reot hervez kement en deus graet. Ha pa c'hoarvezo kement-se, e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.
Sant Lucas 11:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel m’en em zastume ar bobl en ur vandenn vras war e dro, en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall, goulenn a ra ur mirakl ha ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel ma en em dastume ar bobl en eur vanden vraz, Jesus a gommansaz da lavaret: Ar raç tud‐man a zo fall, goulen a reont eur miracl, ha na vezo roet dezhe hini e‐bed nemed hini ar profet Jonas. |
Ezekiel a vo evidoc'h un arouez, ober a reot hervez kement en deus graet. Ha pa c'hoarvezo kement-se, e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.
Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?
Rak piv bennak en devo bet mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec’her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,
War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d’e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.
Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h hag e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degas amañ da vab.
Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se?
Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m’en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?
Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.