An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.
Sant Lucas 11:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec’hioù sec’h da glask diskuizh, ha ne gav ket. Neuze e lavar: Distreiñ a rin da’m zi a-belec’h on deuet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa vez eat eur spered impur er meaz euz a eun den, ez a dre leac’hiou seac’h, o klask repos, hag evel na gav ket, e lavar: Distrei a rin d’am zi euz a behini oun sortiet. |
An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.
An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.
rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ,
Al lec'h sec'h a vo troet en ul lenn, an douar disec'h e mammennoù-dour; en toulloù ma oa an aourgon o chom enno e vo ur park a gorz hag a vroen.
Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.
Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c’hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c’hourc’hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ.
hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.