A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
Sant Lucas 11:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar d’eo eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaouled? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar d’eo eta Satan divizet a‐enep dezhan he‐unan, penaos ec’h hallo he rouantelez choum en he za? pa’z eo gwir e livirit eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk‐sperejou. |
A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan. Penaos e pado e rouantelezh?
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.