En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Sant Lucas 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned yac’hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Iac’hait ar re glanv a vezo eno, ha livirit dezhe: Rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. |
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
Hag e lavaras: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
Kas a rejont kuit kalz a ziaouled hag ec’h olevjont gant eoul kalz a dud glañv hag e yac’hajont anezho.
Met e peseurt kêr bennak ma’z eot ha ma ne viot ket degemeret, it er straedoù ha lavarit:
Hejañ a reomp a-enep deoc’h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc’h.
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.
Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.
o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.