Sant Lucas 1:67 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel hag a brofedas o lavarout: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Zakarias he dad a oe karget euz ar Spered‐Santel, hag e profetisaz, o lavaret: |
Hag e c'hoarvezo goude an traoù-se ma skuilhin va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud kozh o devo huñvreoù hag ho tud yaouank o devo gweledigezhioù.
An AOTROU a ziskennas er goabrenn hag a gomzas outañ; kemer a reas eus ar spered a oa warnañ da lakaat war an dek henaour a tri-ugent. Pa en em lakaas ar spered warno, e profedjont, met ne gendalc'hjont ket.
rak bras e vo dirak an Aotrou. N’evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.
Hag e c’hoarvezas penaos, pa glevas Elesbed salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c’hof hag Elesbed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz.
Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel.
rak ar brofediezh n’eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.