Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Sant Lucas 1:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak n’eus netra dibosupl da Zoue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag n’euz netra impossubl da Zoue. |
Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Bleud ar brok ne vankas ket, eoul ar vured ne baouezas ket, hervez komz an AOTROU disklêriet dre Elia.
A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar bez kement-se diaes ouzh daoulagad nemorant ar bobl-mañ en deizioù-se, hag ouzh va daoulagad e vo diaes? eme AOTROU an armeoù
An AOTROU a lavaras da Voizez: Dorn an AOTROU, ha berraet eo? Gwelout a ri bremañ hag-eñ e c'hoarvezo ar pezh am eus lavaret dit, ya pe nann.
Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d’an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.
Met Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d’an dud, met n’eo ket da Zoue, rak pep tra a zo posupl da Zoue.
Setu, Elesbed da geniterv a goñsevas ivez ur mab en he c’hozhni, hemañ eo ar c’hwec’hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac’h,
Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.
Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.