Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer: Chom intañvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas: Diwallomp na varvfe eñ ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad.
Levr Rud 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Naomi a lavaras: Kit en-dro va merc'hed, perak e teufec'h ganin? Ha bez' em eus c'hoazh em c'hof mibien a c'hellfe dont da vezañ ho kwazed? |
Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer: Chom intañvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas: Diwallomp na varvfe eñ ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad.
Onan a ouie penaos al lignez-se ne vije ket dezhañ, ha pa'z ae davet gwreg e vreur, en em saotre d'an douar kuit da reiñ ul lignez d'e vreur.
Pa vo o chom breudeur a-gevret, hag e varvo unan anezho hep mab, gwreg an hini marv ne zimezo ket er-maez, d'un diavaeziad; he breur-kaer a yelo d'he c'havout, he c'hemero evit e wreg, evel ma'z eo dereat d'ur breur-kaer.
Kit en-dro va merc'hed, kit, rak re gozh on evit addimeziñ. Ha pa lavarfen: spi am eus, pa vefen en noz-mañ zoken gant ur gwaz, ha pa c'hanfen mibien,