Levr Rud 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 Kit en-dro va merc'hed, kit, rak re gozh on evit addimeziñ. Ha pa lavarfen: spi am eus, pa vefen en noz-mañ zoken gant ur gwaz, ha pa c'hanfen mibien,
Abraham a gouezhas war e zremm. Neuze e c'hoarzhas hag e lavaras en e galon: Ha genel a rafe ur bugel d'un den en oad a gant vloaz? Ha Sara en oad a zek vloaz ha pevar-ugent, ha genel a rafe?
Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer: Chom intañvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas: Diwallomp na varvfe eñ ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad.
ha gortoz a rafec'h betek ma vefent bras? Daoust hag evito e chomfec'h a-du hep addimeziñ? Nann va merc'hed, rak ez on en ur brasoc'h c'hwervded en abeg deoc'h, pouezet warnon eo dorn an AOTROU.