P'en doe echuet Salomon da bediñ, an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a zevas al loskaberzh hag an aberzhoù, ha gloar an AOTROU a leunias an ti.
Leviegezh 9:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moizez hag Aaron a yeas e-barzh teltenn an engalv; pa zeujont er-maez e vennigjont ar bobl. Gloar an AOTROU en em ziskouezas d’an holl bobl. |
P'en doe echuet Salomon da bediñ, an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a zevas al loskaberzh hag an aberzhoù, ha gloar an AOTROU a leunias an ti.
Evel ma komze Aaron da holl vodadenn mibien Israel, e tistrojont etrezek ar gouelec'h, ha setu, gloar an AOTROU en em ziskouezas er goabrenn.
Moizez a welas an holl labour ha setu: graet o doa al labour evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU ; graet o doa evel-se. Ha Moizez o bennigas.
ur c’hole hag un tourz evit un aberzh a drugarekadennoù, evit aberzhiñ dirak an AOTROU, hag un donezon mezet gant eoul, rak hiziv an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.
Moizez a lavaras: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ober, ha gloar an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.
An holl vodadenn a gomzas d'o meinata, met gloar an AOTROU en em ziskouezas da holl vibien Israel, war deltenn an engalv.
Kora a zastumas a-enep dezho an holl vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, ha gloar an AOTROU en em ziskouezas d'an holl vodadenn.
E-keit ha ma oa ar vodadenn o tastum a-enep Moizez hag Aaron ha ma sellent etrezek teltenn an engalv, setu, ar goabrenn a c'holoas anezhi ha gloar an AOTROU en em ziskouezas.