Hag e lakai an holl draoù-se war balvoù daouarn Aaron ha war balvoù daouarn e vibien, hag e heji anezho evel ur prof dirak an AOTROU .
Leviegezh 9:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Aaron a hejas evel ur prof ar bruchedoù hag ar skoaz dehou, evel m’en doa gourc’hemennet Moizez. |
Hag e lakai an holl draoù-se war balvoù daouarn Aaron ha war balvoù daouarn e vibien, hag e heji anezho evel ur prof dirak an AOTROU .
Lard ul loen marv pe lard ul loen diframmet a c’hello servijañ da implijoù a bep seurt, met n’en debrot ket.
En holl lec’hioù ma viot o chom, ne zebrot gwad ebet, nag eus ul labous, nag eus ul loen all.
hag e lakajont al lard dreist ar bruchedoù, hag e lakaas al lard da vogediñ war an aoter.
Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ Doue hag o lavarout:
Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.