Ne lezot mann ebet dioutañ betek ar beure, hag ar pezh a vano dioutañ a-benn ar beure a zevot en tan.
Leviegezh 8:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar pezh a vo manet eus ar c’hig hag eus ar bara a vo devet en tan. |
Ne lezot mann ebet dioutañ betek ar beure, hag ar pezh a vano dioutañ a-benn ar beure a zevot en tan.
Mar chom kig a ouestladur ha bara betek an deiz war-lerc'h, e tevi ar pezh a chomo en tan. Ne vo ket debret diouto, rak santelaet int bet.
N'en em veul ket evit deiz warc'hoazh, rak n'ouzout ket petra a c'hell un devezh genel.
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
E-pad seizh devezh ne d-eot ket kuit er-maez eus digor teltenn an engalv, betek ma vo deizioù ho kouestladur peurdremenet, rak e seizh devezh e viot peurouestlet.
rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.