Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 8:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Moizez a lavaras da Aaron ha d’e vibien: Lakait da boazhañ ar c’hig ouzh digor teltenn an engalv hag e tebrot anezhañ eno gant ar bara a zo e paner ar gouestladur, evel ma em eus henn gourc’hemennet en ur lavarout: Aaron hag e vibien en debro.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 8:31
12 Referencias Cruzadas  

Perak n’hoc’h eus ket debret an aberzh-dic’haouiñ el lec’h santel? Un dra santel-meurbet eo, hag eo bet roet deoc’h evit dougen direizhder ar vodadenn heg evit ober dic’haou evito dirak an AOTROU.


Al lestr-pri ma vo poazhet e-barzh a vo torret; mar d-eo poazhet en ur pod arem, e vo puret ha gwalc’het en dour.


Kig an aberzh a drugarekadennoù evit trugarekaat a vo debret en deiz ma vo kinniget; ne vo lezet mann dioutañ betek ar beure.


Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv hag a ro ar vuhez d’ar bed.


Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da’m c’havout n’en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n’en devo biken sec’hed.


Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.


Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos