David a zastumas eta holl Israel, adalek ar Shihor en Ejipt betek digor Hamad, evit degas arc'h Doue eus Kirjad-Jearim.
Leviegezh 8:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha dastum ar vodadenn ouzh digor teltenn an engalv. |
David a zastumas eta holl Israel, adalek ar Shihor en Ejipt betek digor Hamad, evit degas arc'h Doue eus Kirjad-Jearim.
David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc'h an AOTROU betek al lec'h en doa kempennet dezhi.
Hag en em zastumas ur bobl niverus e Jeruzalem evit lidañ ar bara hep goell d'an eilvet miz, hag ur vodadeg vras-meurbet e oa.
Ar roue hag e bennoù hag an holl vodadenn o doa divizet e kuzul e Jeruzalem ober ar Pask d'an eilvet miz,
Hag holl vodadeg Juda, gant an aberzhourien hag al Levited, hag an holl vodadeg deuet eus Israel, hag an diavaezidi deuet eus bro Israel pe o chom e Juda, a laouenaas.
Neuze Salomon a zastumas e Jeruzalem henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.
Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ.
An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel.
Rak n'en deus ket disprizet na dismegañset glac'har an hini glac'haret, n'en deus ket kuzhet e zremm outañ, met e selaouet en deus pa grie dezhañ.
An aberzhour hag a ra ar c’hlanidigezh a lakaio an den da c’hlanaat gant an traoù-se dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv.
Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell,
Moizez a reas ar pezh en doa gourc’hemennet an AOTROU dezhañ, hag ar vodadenn a voe dastumet ouzh digor teltenn an engalv.
Kemer ar wialenn ha dastum ar vodadenn, te hag Aaron da vreur, komzit ouzh ar roc'h dirazo, hag e roio he dour. Ober a ri d'an dour mont er-maez eus ar roc'h evito, hag e roi da evañ d'ar vodadenn ha d'o loened.
Ac'hane ez ejont da Veer. Ar Beer-se eo ar puñs e-lec'h ma lavaras an AOTROU da Voizez: Dastum ar bobl, ha me a roio dezho dour.
Te a lakaio al Levited da dostaat dirak teltenn an engalv, hag e tastumi holl vodadenn mibien Israel.