Ar gwisk glizhenn a vihanaas ha setu, e oa war-c'horre ar gouelec'h un dra vihan, perlezet, bihan evel ar rev gwenn war an douar.
Leviegezh 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ober a reas sparfadur an aoter seizh gwech, hag ec’h olevas an aoter hag hec’h holl draoù, al laouer hag he foñs, evit o santelaat. |
Ar gwisk glizhenn a vihanaas ha setu, e oa war-c'horre ar gouelec'h un dra vihan, perlezet, bihan evel ar rev gwenn war an douar.
Aberzhiñ a ri evit ar pec'hed, bemdez, ur c'hole yaouank, evit an dic'haou. Hag e kinnigi evit an aoter un aberzh evit ar pec'hed, oc'h ober an dic'haou eviti hag ec'h olevi anezhi evit he santelaat.
E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.
Hag e santelai anezho, hag e vint un dra santel-meurbet. Kement a stoko outo a vo santelaet.
An AOTROU a lavaras c'hoazh: Laka da zorn ez pruched. Lakaat a reas e zorn en e vruched hag e tennas anezhañ er-maez, ha setu, e zorn a oa lovr, gwenn evel erc'h.
evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.
An aberzhour a soubo biz e zorn dehou en eoul a vo en e zorn kleiz, hag e sparfo an eoul gant e viz seizh gwech dirak an AOTROU.
an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo anezhañ seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal d’ar ouel.
an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo ar gwad seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal da ouel ar santual.