Neuze Hazael roue Siria a bignas hag a reas brezel a-enep Gad, hag he zapas. Hag Hazael a zroas evit pignat a-enep Jeruzalem.
Leviegezh 7:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pep donezon poazhet er forn, aozet er billig pe war ar baelon, a vo evit an aberzhour en deus he c’hinniget. |
Neuze Hazael roue Siria a bignas hag a reas brezel a-enep Gad, hag he zapas. Hag Hazael a zroas evit pignat a-enep Jeruzalem.
Debriñ a raint an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ hag an aberzhoù a gablusted; kement tra lakaet da verz en Israel a vo dezho.
Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.
Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.
Pa ginnig un aberzhour ul loskaberzh evit un den, an aberzhour en devo kroc’hen al loskaberzh en deus kinniget.
Kement-mañ a vo dit a-douez an traoù santel-meurbet na vint ket kuzumet dre an tan: o holl brofoù, o holl zonezonoù, o holl aberzhoù-dic'haouiñ, o holl aberzhoù a gablusted a zegasint din; an traoù santel-meurbet-se a vo evidout hag evit da vibien.
Ha n’ouzoc’h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?
Piv a ya morse d’ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriñ d’an tropell ha na ev ket eus e laezh?
An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoù d’an hini a gelenn anezhañ.