Hag e santelai ar bruched evel prof hejet hag ar skoaz evel prof savet, kement a zo bet hejet ha kement a zo bet savet eus an tourz a ouestladur, eus ar pezh a zo evit Aaron hag eus ar pezh a zo evit e vibien.
Leviegezh 7:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar skoaz dehou a roiot d’an aberzhour, evel prof savet, diwar hoc’h aberzh a drugarekadennoù. |
Hag e santelai ar bruched evel prof hejet hag ar skoaz evel prof savet, kement a zo bet hejet ha kement a zo bet savet eus an tourz a ouestladur, eus ar pezh a zo evit Aaron hag eus ar pezh a zo evit e vibien.
Ar bruched hejet evel ur prof hag ar skoaz kinniget evel prof savet a zebrot en ul lec’h glan, te, da vibien ha da verc’hed ganit, rak roet int deoc’h evel da zroed ha droed da vibien diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel.
An hini eus mibien Aaron a ginnigo gwad ha lard an aberzh a drugarekadennoù, en devo ar skoaz dehou evel lodenn,
rak ar bruched hejet hag ar skoaz savet a gemerin diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel, hag e roin anezho d’an aberzhour Aaron ha d’e vibien hervez ur reolenn beurbadus a-berzh mibien Israel.
Aaron a hejas evel ur prof ar bruchedoù hag ar skoaz dehou, evel m’en doa gourc’hemennet Moizez.
Pep prof savet eus an holl draoù santelaet a ginnigo mibien Israel d'an aberzhour a vo dezhañ.
An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, un dra santel hag a zo d'an aberzhour, gant ar bruched hejet hag ar skoaz kinniget evel prof savet. Neuze e c'hello an Nazeread evañ gwin.
Setu amañ gwirioù an aberzhourien digant ar bobl, digant ar re a ginnig un aberzh, pe kole pe oan, roet e vo d'an aberzhour ar skoaz, an div javed, ar c'hof,
Ar c'heginer a gemeras ar skoaz gant ar pezh a oa warni, hag he lakaas dirak Saül. Samuel a lavaras: Setu amañ ar pezh a zo bet miret. Laka-eñ dirazout ha debr, rak miret eo bet dit a-benn an eur-mañ, abaoe ma em boa lavaret pediñ ar bobl. Ha Saül a zebras gant Samuel en deiz-se.