Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 7:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 An aberzhour a lakaio al lard da vogediñ war an aoter, ar bruched a vo evit Aaron hag e vibien.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 7:31
13 Referencias Cruzadas  

Kemer a ri bruched tourz ar gouestladur eus Aaron, hag e heji anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU , hag hennezh a vo da lod.


An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo.


An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius; an holl lard a vo d’an AOTROU.


Mibien Aaron a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter, a-us d’al loskaberzh a vo war ar c’hoad lakaet en tan. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.


Aaron hag e vibien a zebro ar pezh a vo manet; e zebriñ a raint hep goell, el lec’h santel; war leurenn teltenn an engalv e tebrint.


An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv


rak ar bruched hejet hag ar skoaz savet a gemerin diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel, hag e roin anezho d’an aberzhour Aaron ha d’e vibien hervez ur reolenn beurbadus a-berzh mibien Israel.


Moizez a gemeras ar bruched hag a hejas anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU; diouzh an tourz a c’houestladur e voe lodenn Voizez, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


Kement-mañ ivez a vo dit: ar profoù savet kinniget a-douez an holl brofoù hejet eus mibien Israel; o roet em eus dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Piv bennak a vo glan ez ti a zebro diouto.


O c'hig a vo dit, ar bruched hejet evel ur prof, ar skoaz dehou.


Ha n’ouzoc’h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?


Setu amañ gwirioù an aberzhourien digant ar bobl, digant ar re a ginnig un aberzh, pe kole pe oan, roet e vo d'an aberzhour ar skoaz, an div javed, ar c'hof,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos