Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.
Ar bruched hejet evel ur prof hag ar skoaz kinniget evel prof savet a zebrot en ul lec’h glan, te, da vibien ha da verc’hed ganit, rak roet int deoc’h evel da zroed ha droed da vibien diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel.
Degas a raint ar skoaz savet hag ar bruched hejet gant ar prof a lard graet dre an tan, evit hejañ anezho evel ur prof dirak an AOTROU. Kement-se a vo dit ha da’z mibien ganit hervez ur reolenn peurbadus, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.
Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard, al lost en e bezh a vo rannet tost d’ar mell-kein, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,
Moizez a gemeras ar bruched hag a hejas anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU; diouzh an tourz a c’houestladur e voe lodenn Voizez, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, un dra santel hag a zo d'an aberzhour, gant ar bruched hejet hag ar skoaz kinniget evel prof savet. Neuze e c'hello an Nazeread evañ gwin.
Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac’hanon va-unan. Ar galloud am eus d’he lezel hag ar galloud d’hec’h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad.
Setu amañ gwirioù an aberzhourien digant ar bobl, digant ar re a ginnig un aberzh, pe kole pe oan, roet e vo d'an aberzhour ar skoaz, an div javed, ar c'hof,