Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an hini da c’hlanaat eus al lorgnez, en disklêrio glan, hag e laosko al labous bev er parkeier.
Leviegezh 4:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo anezhañ seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal d’ar ouel. |
Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an hini da c’hlanaat eus al lorgnez, en disklêrio glan, hag e laosko al labous bev er parkeier.
Kemer a raio eus gwad ar c’hole, hag e sparfo anezhañ gant e viz war c’horre al lec’h-a-drugarez, etrezek ar sav-heol. Dirak al lec’h-a-drugarez e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz.
Ober a reas sparfadur an aoter seizh gwech, hag ec’h olevas an aoter hag hec’h holl draoù, al laouer hag he foñs, evit o santelaat.
Eleazar an aberzhour a gemero eus he gwad gant e viz, hag e raio sparfadur eus he gwad seizh gwech war diaraog teltenn an engalv.