Leviegezh 27:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa santelaio unan bennak ur park eus e berc’henniezh evit an AOTROU, da brizadur a vo hervez ar pezh a hader ennañ: un omer had heiz, hanter-kant sikl arc’hant. |
Hag e prenis anezhi gant pemzek pezh arc'hant hag un homer heiz hag un hanter homer heiz.
Mar fell d’an hini en deus santelaet e di e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e vo dezhañ.
Ma’z pije miret anezhañ, daoust ha ne oa ket dit? Hag o vezañ e werzhet, ha ne oa ket e briz en da c’halloud? Penaos eta ec’h eus lakaet ar soñj-se en da galon? N’eo ket d’an dud ec’h eus lavaret gaou, met da Zoue eo.