Pa santelaio unan bennak e di evit bezañ santel evit an AOTROU, an aberzhour a raio ar prizadur hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a chomo hini an aberzhour.
Pa santelaio unan bennak ur park eus e berc’henniezh evit an AOTROU, da brizadur a vo hervez ar pezh a hader ennañ: un omer had heiz, hanter-kant sikl arc’hant.
Mar d-eo ul loen dic’hlan, e vo dasprenet hervez da brizadur en ur lakaat ar bempvedenn ouzhpenn; ma n’eo ket dasprenet, e vo gwerzhet hervez da brizadur.
Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.