Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 27:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Mar santela e bark adalek bloaz ar jubile, ar prizadur a chomo da hini.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 27:17
7 Referencias Cruzadas  

Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.


An hanter-kantvet bloavezh a vo evidoc’h ar jubile; ne hadot ket ha ne vedot ket ar pezh a gresko, ne zastumot ket ar winieg digempenn,


Er bloaz-se eus ar jubile, e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh.


Hag e lakai an drompilh da seniñ skiltr d’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz; d’an deiz-pardon e lakaiot an drompilh da seniñ dre hoc’h holl vro.


Pa santelaio unan bennak e di evit bezañ santel evit an AOTROU, an aberzhour a raio ar prizadur hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a chomo hini an aberzhour.


Pa santelaio unan bennak ur park eus e berc’henniezh evit an AOTROU, da brizadur a vo hervez ar pezh a hader ennañ: un omer had heiz, hanter-kant sikl arc’hant.


Mar santela e bark goude ar jubile, an aberzhour a raio ar prizadur hervez an niver a vloavezhioù a chomo betek ar jubile, hag e vo tennet un tamm eus da brizadur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos