Hag e lavaris dezho: Santelaet oc'h d'an AOTROU, hag al listri-se a zo santelaet; hag an arc'hant hag an aour a zo ur prof a youl vat d'an AOTROU, Doue ho tadoù.
Leviegezh 22:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavar: Pep den eus ho tiskennidi, e-touez ho lignez, hag a dostaio ouzh traoù santel o devo santelaet mibien Israel d’an AOTROU, hag en devo un dra dic’hlan warnañ, an den-se a vo lamet azirazon. Me eo an AOTROU. |
Hag e lavaris dezho: Santelaet oc'h d'an AOTROU, hag al listri-se a zo santelaet; hag an arc'hant hag an aour a zo ur prof a youl vat d'an AOTROU, Doue ho tadoù.
Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.
An hini a raio un aozadur heñvel hag an hini a lakaio dioutañ war un diavaeziad a vo lamet eus e bobl.
Komz da Aaron ha d’e vibien evit ma en em virint diouzh traoù santel mibien Israel, ha ma ne zisakrint ket va anv santel en traoù a santelaont din. Me eo an AOTROU.
Piv bennak en devo stoket ouzh ar c'horf marv eus un den bennak marvet, ha ne vo ket en em c'hlanaet, a saotro tabernakl an AOTROU. An den-se a vo lamet eus Israel. Pa ne vo ket bet skuilhet warnañ an dour a zisparti, dic'hlan e vo, e zic'hlanded a vo c'hoazh warnañ.
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Gouzañv a raint o c’hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c’halloud,