Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 22:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Komz da Aaron ha d’e vibien evit ma en em virint diouzh traoù santel mibien Israel, ha ma ne zisakrint ket va anv santel en traoù a santelaont din. Me eo an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 22:2
16 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaris dezho: Santelaet oc'h d'an AOTROU, hag al listri-se a zo santelaet; hag an arc'hant hag an aour a zo ur prof a youl vat d'an AOTROU, Doue ho tadoù.


santelaat a ri evit an AOTROU kement a zigor ar mammog ar c'hentañ, hag holl re gentañ-ganet al loened az po, ar pared a vo d'an AOTROU .


Hag e vo war dal Aaron; hag Aaron a zougo an direizhderioù o devo graet mibien Israel en traoù santel a ginnigint, en holl brofoù santel. Hag e vo war e dal dalc'hmat evit o rentañ dudius dirak an AOTROU .


En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!


N'hoc'h eus ket miret servij va santual, met lakaet hoc'h eus mirerien all evit va servij em santual.


Evel-se e tispartiot mibien Israel diouzh o dic’hlanderioù, evit na varvint ket abalamour d’o dic’hlanderioù en ur saotrañ va zabernakl a zo en o c’hreiz.


Ne roi ket da vugale da vezañ lazhet evit Molok, ne zisakri ket anv da Zoue. Me eo an AOTROU.


Ne douot ket en faos dre va anv, rak e tisakrfes anv da Zoue. Me eo an AOTROU.


Me a lakaio va dremm a-enep an den-se, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl abalamour m’en devo roet eus e vugale da Volok evit saotrañ va santual ha disakrañ va anv santel.


Santel e vint evit o Doue ha ne zisakrint ket anv o Doue, rak kinnig a reont d’an AOTROU ar profoù graet dre an tan, boued o Doue; santel e vint.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Ne zisakrot ket va anv santel, met e vin santelaet e-touez mibien Israel. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h,


Dre eno ne zougot pec'hed ebet pa ho po savet al lodenn wellañ, ne zisakrot ket traoù santel mibien Israel ha ne varvot ket.


Kement par kentañ-ganet a vo ganet eus da loened bras pe bihan a vo santelaet d'an AOTROU da Zoue. Ne labouri ket gant ar c'hentañ-ganet eus da vuoc'h ha ne douzi ket ar c'hentañ-ganet eus da zeñved.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos