Komz da Aaron ha d’e vibien evit ma en em virint diouzh traoù santel mibien Israel, ha ma ne zisakrint ket va anv santel en traoù a santelaont din. Me eo an AOTROU.
Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.
Kement-mañ ivez a vo dit: ar profoù savet kinniget a-douez an holl brofoù hejet eus mibien Israel; o roet em eus dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Piv bennak a vo glan ez ti a zebro diouto.