Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Piv bennak eus lignez Aaron hag a vo lovr pe en devo ur berad, ne zebro ket eus an traoù santel betek ma vo glanaet. An hevelep doare eo evit an hini en devo stoket ouzh un den dic’hlanaet gant unan marv, pe evit an hini a zeuio dioutañ sper kediadenn,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 22:4
18 Referencias Cruzadas  

Pa varvo unan eus al loened a zebrit, an hini a stoko e gorf marv a vo dic’hlan betek an noz,


Pep dilhad ha pep kroc’hen a vo bet warno sper kediadenn, a vo kannet en dour hag a vo dic’hlan betek an noz.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz d’an aberzhourien, mibien Aaron, ha lavar: Un aberzhour n’en em lakaio ket dic’hlan e-touez e bobl evit unan marv,


Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,


Agge a lavaras: Mar stok an hini a zo dic'hlan evit unan marv ouzh an traoù-se, daoust hag-eñ e vint dic'hlan an draoù-se? An aberzhourien a respontas o lavarout: Dic'hlan e vint.


Roet em eus dit an holl brofoù savet e-touez an traoù santel a ginnigo mibien Israel d'an AOTROU, dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Un emglev holen eo ha da viken dirak an AOTROU, evidout hag evit da lignez ganit.


Kement-mañ a vo dit a-douez an traoù santel-meurbet na vint ket kuzumet dre an tan: o holl brofoù, o holl zonezonoù, o holl aberzhoù-dic'haouiñ, o holl aberzhoù a gablusted a zegasint din; an traoù santel-meurbet-se a vo evidout hag evit da vibien.


Un den hag a vo dic'hlan ha n'en em c'hlanaio ket, an den-se a vo lamet a-douez ar vodadenn, rak saotret en devo santual an AOTROU. Pa ne vo ket bet skuilhet warnañ an dour a zisparti, dic'hlan e vo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos