Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.
Leviegezh 18:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz da vibien Israel ha lavar: Me eo an AOTROU ho Toue. |
Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.
Me a gemero ac'hanoc'h evit va fobl, hag e vin ho Toue, hag ec'h anavezot ez on an AOTROU ho Toue, an hini a denn ac’hanoc’h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed.
ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An deiz ma em eus dibabet Israel, ma em eus savet va dorn dirak lignez ti Jakob, ma'z on en em roet da anavezout dezho e bro Ejipt, ha ma em eus savet va dorn dirazo o lavarout: Me eo an AOTROU ho Toue,
hag em eus lavaret dezho: Ra vo taolet kuit gant pep hini ac'hanoc'h an traoù euzhus a zo dirak e zaoulagad, n'en em saotrit ket gant idoloù an Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.
Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.
Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.
Kerzhout a reot hervez va barnedigezhioù hag e virot va reolennoù evit o heuliañ. Me eo an AOTROU ho Toue.
Ne zañvouesai ket bordoù da winieg ha ne zastumi ket ar greun kouezhet. O lezel a ri evit ar paour hag evit an diavaeziad. Me eo an AOTROU ho Toue.
An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.
Ne gerzhot ket hervez boazioù ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h, rak graet o deus an holl draoù-se hag em eus euzh outo.