Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.
Leviegezh 12:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz da vibien Israel ha lavar: Pa zeuio ur wreg da vezañ brazez a da c’henel ur mab, e vo dic’hlan e-pad seizh devezh; dic’hlan e vo evel en amzer saotradur he mizioù. |
Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.
Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
David a gasas kannaded d'he c'herc'hat dezhañ, ha dont a reas d'e gavout. Hag e kouskas ganti. Hag hi en em c'hlanaas eus he dic'hlanded, hag e tistroas d'he zi.
Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?
Mar gan ur plac’h e vo dic’hlan div sizhunvezh, evel en amzer he saotradur, hag e chomo e-pad c’hwec’h devezh ha tri-ugent d’en em c’hlanaat eus he gwad.
Ar vaouez he devo ur berad, ur berad gwad eus he c’hig, a vo en he saotradur e-pad seizh devezh. Piv bennak a stoko outi a vo dic’hlan betek an noz.
Ne dostaio ket ouzh ur wreg evit dizoleiñ he noazhder en amzer saotradur he dic’hlander.
Mar en deus stoket dic’hlander un den, n’eus forzh dic’hlander graet, ha ma vez kuzhet outañ, pa vez anavezet gantañ, e vo kablus.
Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezhi da vezañ glanaet, e tegasjont anezhañ da Jeruzalem evit e ginnig d’an Aotrou,