An aberzhour a sello ouzh ar gouli a zo war groc’hen ar c’horf. Mar d-eo blev ar gouli deuet da vezañ gwenn ha mar d-eo doare ar gouli donoc’h eget kroc’hen e gorf, ez eo ur gouli lorgnez; an aberzhour a sello outañ hag a zisklêrio anezhañ dic’hlan.
Mar en deus stoket unan bennak ouzh un dra bennak dic’hlan, evel korf marv un aneval dic’hlan pe korf marv ul loen gouez dic’hlan pe korf marv ur stlejvil dic’hlan, ha ma vez kuzhet outañ, dont a raio da vezañ dic’hlan ha kablus.
Mar en deus touet unan bennak ober droug pe vad en ur gomz gant e vuzelloù, ha ma vez kuzhet outañ, n’eus forzh ar pezh en deus lavaret gant le, pa vez anavezet gantañ, e vo kablus war unan eus e gomzoù.
An hini a stoko ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlander un den, ouzh ul loen dic’hlan pe ouzh un euzhenn bennak dic’hlan, hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.