Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Mar en deus stoket unan bennak ouzh un dra bennak dic’hlan, evel korf marv un aneval dic’hlan pe korf marv ul loen gouez dic’hlan pe korf marv ur stlejvil dic’hlan, ha ma vez kuzhet outañ, dont a raio da vezañ dic’hlan ha kablus.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 5:2
16 Referencias Cruzadas  

Da servijer a zo sklêrijennet ganto, ur gopr bras a zo evit an hini a vir anezho.


En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!


Un euzhusted e vint evidoc’h ha ne zebrot ket eus o c’hig; o c’horfoù marv a vo un euzhusted.


Ne zebrot ket eus o c’hig ha ne stokot ket ouzh o c’horfoù marv, dic’hlan e vint evidoc’h.


Mar d-eo holl vodadenn Israel he deus pec’het diratozh ha ma vez kuzhet ouzh daoulagad ar vodadenn, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,


Mar en deus pec’het unan bennak en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, e vo kablus hag e tougo e zireizhder.


Mar en deus stoket dic’hlander un den, n’eus forzh dic’hlander graet, ha ma vez kuzhet outañ, pa vez anavezet gantañ, e vo kablus.


Mar en deus touet unan bennak ober droug pe vad en ur gomz gant e vuzelloù, ha ma vez kuzhet outañ, n’eus forzh ar pezh en deus lavaret gant le, pa vez anavezet gantañ, e vo kablus war unan eus e gomzoù.


An hini a stoko ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlander un den, ouzh ul loen dic’hlan pe ouzh un euzhenn bennak dic’hlan, hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.


Agge a lavaras: Mar stok an hini a zo dic'hlan evit unan marv ouzh an traoù-se, daoust hag-eñ e vint dic'hlan an draoù-se? An aberzhourien a respontas o lavarout: Dic'hlan e vint.


Kement tra a vo stoket gant un den dic'hlan a vo dic'hlan, hag an hini a stoko outañ a vo dic'hlan betek an noz.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma’z oc’h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno.


Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.


hag ar moc'h rak faoutet eo e garm met ne zaskir ket, dic'hlan e vo evidoc'h. Ne zebrot ket eus o c'hig ha ne stokot ket ouzh o c'horfoù marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos