Leviegezh 15:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
19 Ar vaouez he devo ur berad, ur berad gwad eus he c’hig, a vo en he saotradur e-pad seizh devezh. Piv bennak a stoko outi a vo dic’hlan betek an noz.
Sion a astenn he daouarn ha den n'he frealz. An AOTROU en deus roet urzh da enebourien Jakob bezañ a-dro-war-dro dezhañ. Jeruzalem a zo deuet da vezañ ur saotradur en o zouez.
Mab an den, re di Israel, pa oant o chom en o bro, o deus e saotret dre o hent hag o oberoù. O hent a zo deuet da vezañ dirazon evel dic'hlanded ur wreg e mare saotradur he mizioù.
Komz da vibien Israel ha lavar: Pa zeuio ur wreg da vezañ brazez a da c’henel ur mab, e vo dic’hlan e-pad seizh devezh; dic’hlan e vo evel en amzer saotradur he mizioù.
Chom a raio e-pad tri devezh ha tregont d’en em c’hlanaat eus he gwad. Ne stoko ouzh tra santel ebet ha ne d-aio ket er santual, ken na vo peurdremenet deizioù he glanidigezh.
Mar kousk un den gant ur vaouez e-pad he mizioù ha ma dizolo he noazhder, mar laka-eñ hec’h andon en noazh ha ma dizolo-hi andon he gwad, e vint o-daou lamet a-douez o fobl.
pe evit an hini en devo stoket ouzh ur stlejvil bennak en defe e zic’hlanaet, pe evit an hini en devo en em lakaet dic’hlan gant un dic’hlander bennak.