Kemer a ri ganit eus an holl loened c'hlan seizh koublad a bep rumm, ar par hag e barez, hag eus al loened n'int ket glan, daou, ar par hag e barez.
Leviegezh 11:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout: |
Kemer a ri ganit eus an holl loened c'hlan seizh koublad a bep rumm, ar par hag e barez, hag eus al loened n'int ket glan, daou, ar par hag e barez.
Noe a savas un aoter d'an AOTROU. Kemer a reas eus pep loen glan hag eus pep labous glan hag e kinnigas loskaberzhoù war an aoter.
Kement a fiñv hag en deus buhez a vo deoc'h evel boued, reiñ a ran kement-se holl evel ar geot glas.
Komzit da vibien Israel ha lavarit: Setu amañ al loened a zebrot a-douez an holl anevaled a zo war an douar.
Mirout a reot an disparti etre al loened glan ha dic’hlan, etre al laboused glan ha dic’hlan, ha ne lakaint ket hoc’h eneoù da vezañ euzhus en abeg da loened, da laboused pe da gement a ruz war an douar, am eus dispartiet evidoc’h evel dic’hlan.
Met Pêr a lavaras: Nann, Aotrou, rak ne’m eus biskoazh debret netra a saotret nag a zic’hlan.
N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.