Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar sav-heol, en doa mererezh ar profoù a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennañ ar profoù savet d'an AOTROU hag an traoù santel-meurbet.
Leviegezh 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo. |
Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar sav-heol, en doa mererezh ar profoù a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennañ ar profoù savet d'an AOTROU hag an traoù santel-meurbet.
bara hep goell, gwestell hep goell mezet gant eoul ha bignez hep goell strinket gant eoul. Ober a ri anezho gant flour bleud gwinizh.
Debriñ a raint eta an traoù-se, a vo graet an dic'haou drezo evit o gouestlañ hag o santelaat. Met un diavaeziad ne zebro ket diouto rak santelaet int bet.
Aaron a gemeras evel gwreg Elisheba merc'h Aminadab c'hoar Nahashon, hag e c'hanas dezhañ Nadab, Abihu, Eleazar hag Itamar.
Debriñ a raint an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ hag an aberzhoù a gablusted; kement tra lakaet da verz en Israel a vo dezho.
Henn debriñ a reot el lec’h santel, da zroed eo ha droed da vibien diwar ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, rak kement-se a zo bet gourc’hemennet din.
Bez’ e vint evit Aaron hag e vibien, hag o debriñ a raint el lec’h santel, rak e vo un dra santel-meurbet e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur reolenn beurbadus eo.
Pep donezon poazhet er forn, aozet er billig pe war ar baelon, a vo evit an aberzhour en deus he c’hinniget.