Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.
Kement-mañ a vo dit a-douez an traoù santel-meurbet na vint ket kuzumet dre an tan: o holl brofoù, o holl zonezonoù, o holl aberzhoù-dic'haouiñ, o holl aberzhoù a gablusted a zegasint din; an traoù santel-meurbet-se a vo evidout hag evit da vibien.
Piv a ya morse d’ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriñ d’an tropell ha na ev ket eus e laezh?