Leviegezh 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz da vibien Israel ha lavar: Pa raio unan bennak ac’hanoc’h ur prof d’an AOTROU, e raio e brof eus al loened, loened bras pe loened bihan. |
met ne reas van ebet eus Kain nag eus e brof. Kain a voe gwall fuloret, hag e zremm a voe goeñvet.
Rentit d'an AOTROU ar c'hloar dleet d'e anv. Degasit ar profoù, ha deuit dirazañ. Stouit dirak an AOTROU en ur c'haerder santel!
Ha goude-se e kinnigjont al loskaberzh peurbadus, re al loarioù nevez hag holl c'houelioù an AOTROU a oa santelaet, ha re eus pep hini a rae ur prof a youl vat d'an AOTROU.
Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout.
ha pa reot ur prof dre an tan d'an AOTROU, ul loskaberzh, un aberzh evit seveniñ ur gouestl pe ur prof a-youl-vat, pe en ho kouelioù, evit leuskel ur c'hwezh dudius d'an AOTROU gant loened bras pe gant loened bihan,
an den-se a zegaso e wreg dirak an aberzhour hag a zezougo eviti e brof, un dekvedenn efa (1/10 efa 3 l) bleud heiz; ne skuilho ket warnañ eoul, ne lakaio ket ezañs ennañ, rak ur prof a warizi eo, ur prof-eñvor evit kounaat un direizhder.
Met c’hwi a lavar: An hini a lavaro d’e dad pe d’e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof,
Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.
o kaout koulskoude donezonoù disheñvel, hervez ar c’hras a zo bet roet deomp. Mar d-eo ar brofediezh, ra embrego anezhi hervez muzul ar feiz;
kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.