Moizez a gemeras an hanter eus ar gwad a lakaas e kopoù, hag e sparfas an hanter all war an aoter.
Leviegezh 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi. |
Moizez a gemeras an hanter eus ar gwad a lakaas e kopoù, hag e sparfas an hanter all war an aoter.
Lakaat a reas an daol e teltenn an engalv ouzh kostez an tabernakl a oa war-zu an hanternoz, en diavaez d'ar ouel,
Hag e lavaras din: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu amañ ar reolennoù diwar-benn an aoter d'an deiz ma vo graet, evit ma vo kinniget loskaberzhoù ha ma vo sparfet gwad warni.
Hag e lavaras din: Mab an den, sav da zaoulagad etrezek hent an hanternoz. Neuze e savis va daoulagad etrezek hent an hanternoz, ha setu, etrezek an hanternoz, ouzh dor an aoter, en digor, e oa idol ar warizi-mañ.
Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.
Lazhañ a raio an oan el lec’h ma vez lazhet an aberzh-dic’haouiñ hag al loskaberzh, el lec’h santel, rak, evel ma’z eo an aberzh-dic’haouiñ evit an aberzhour, an aberzh a gablusted a zo evitañ ivez. Un dra santel-meurbet eo.
Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.
Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.
El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh a gablusted. Skuilhet e vo ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.