An holl grederien amdroc’het a oa deuet gant Pêr a voe souezhet o welout e oa skuilhet ivez donezon ar Spered-Santel war ar baganed.
Koloseiz 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac’hanoc’h. Bez’ int eus an amdroc’h hag int eo ar re nemetañ o vezañ kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus, les‐hanvet Justus, a zalud ac’hanoc’h ive. Ar re‐man a zo euz ar circoncision, hag e‐touez va c’hen‐labourerien evit rouantelez Doue, ar re‐man hep‐ken a zo bet eur gonsolation evidoun. |
An holl grederien amdroc’het a oa deuet gant Pêr a voe souezhet o welout e oa skuilhet ivez donezon ar Spered-Santel war ar baganed.
hag evit bezañ tad an amdroc’hidi, ar re n’int ket amdroc’het hepken met c’hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc’h.
Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,
Dre-se ho pet soñj penaos, o vezañ ma oac’h gwechall paganed er c’hig ha galvet diamdroc’h gant ar re a c’halver amdroc’hidi er c’hig dre zorn an den,
Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.
Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c’henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc’h an traoù a sell ouzhin.
hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,
Evel-se breudeur, frealzet omp bet dre ho feiz e-kreiz hon holl c’hlac’haroù hag ankenioù.
Bez’ ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc’hidi, kalz a dud direizh, lavarerien aner ha touellerien.
Paol, prizoniad Jezuz-Krist, ha Timote hor breur, da Filemon, hor c’haret-mat hag hor c’henlabourer,