Rachel a lavaras: Va lakaet en deus Doue da stourm ouzh va c'hoar hag em eus trec'het. Hag e c'halvas anezhañ Neftali.
Koloseiz 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak me a fell din e c’houezfec’h pegen bras eo ar stourm a c’houzañvan evidoc’h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n’o deus ket gwelet va dremm er c’hig, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag me a fell d’in e teufec’h da c’houzout pegen braz eo ar gombat em euz da zouten evidoc’h, hag evit ar breudeur a Laodicea, hag evit ar re holl n’ho deuz james va gwelet va‐unan. |
Rachel a lavaras: Va lakaet en deus Doue da stourm ouzh va c'hoar hag em eus trec'het. Hag e c'halvas anezhañ Neftali.
Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
Ha bremañ setu, me a oar na welot ken va dremm, c’hwi holl on tremenet en ho touez o prezeg rouantelezh Doue.
glac’haret dreist-holl eus ma en doa lavaret na weljent ken e zremm. Hag ec’h ambrougjont anezhañ betek al lestr.
Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc’h,
o ren ur stourm heñvel ouzh an hini ma hoc’h eus va gwelet ennañ ha ma’c’h anavezit emaon c’hoazh ennañ.
En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,
Rak mar d-on ezvezant a gorf, ez on koulskoude ganeoc’h er spered, leun a levenez o welout an urzh vat en ho touez ha started ho feiz e Krist.
Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc’h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,
Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,
a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.